Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

TUD PLUNERED

TUD PLUNERED

Imaginez la "vie" de cette gare ,construite, en 1862, pour les pèlerins du sanctuaire de Saint-Anne au village de Ker-Ana.Imaginez à l'époque la ferveur religieuse,les transports de l'époque ...Elle pourrait raconter la vie de PLUNERET.


Olivier Berson Arzour ha kelenner

Publié par PLUNERET et ses habitants sur 8 Septembre 2011, 10:51am

Catégories : #CULTURE


 Genidik eo Olivier Berson a Sant Malo. Foto Jil Pennec

8 septembre 2011

E Kerlenn Sten Kidna, ur greizenn sevenadurel en Alre, e labour Olivier. Arzour ha kelenner eo war an dro.

«Emañ ret gober diouzh an dud», eme Olivier, 31 blez, pa gomz eus e vicher kelenner. «Arabat gortoz memes tra digant an holl». Ober plijadur d'an dud eo ar pezh a fell dezhañ. Eskemmoù bourabl-bras en dez Olivier en e gentelioù hag en e labour. N'en defe ket c'hoant dilezel e vicher e mod ebet. Ober a ra a bep seurt traoù a blij dezhañ: kelenn, hag ivez maketenniñ kelaouenn Kerlenn Sten Kidna «An Dasson», ober war-dro blog Sten Kidna. Arzour eo an den ivez ha skeudennaouet en deus levrioù bihan evit TES, rummad ar c'hoad glas. Degouezhet eo dezhañ kizellañ ivez, «un dra difetis e koad» : un delwennig evit Kerlenn Sten Kidna. Ar pezh a ziskouez e kar e lec'h labour! Kentelioù brezhonek a ra evit Kerlenn Sten Kidna en Alre ha tro-dro: Pleuwigner, Karnag, Lokmaria-kaer, Pluvergad hag e Plouharnel ar blez-mañ ouzhpenn. Kelennerien all zo estregetañ met a youl vat, evel Daniel Carré anavezet mat! Abadennoù kaozeal zo ivez, ha gant Olivier e vez fardet dafar pedagogel, evit an dud o deus o bugale er skolioù divyezhek da skouer, evit deskiñ dezho un nebeud frazennoù da lavaret d'o bugale.

Pegadennoù

Tresañ a ra Olivier er gêr, er-maez eus e amzer labour. «Afer 'meus eus an dra-se», emezañ. Hervez ar prantad e kizell koad, e ra livadurioù ha pegadennoù ivez. Da laret eo e kav skeudennoù, fotoioù tud anavezet a-wechoù, o tont a bep lec'h hag e sav liammoù etreze. «O lakaat an eil re e-kichen ar re all e sav traoù dic'hortoz» a lavar-eñ. Evit ar spered e ra vat dezhañ. An arz zo evitañ «ur feson da sellet doc'h ar bed, da brederiañ, da souezhiñ dirak an traoù ». E gwirionez e ro kentelioù arzoù plastek e brezhoneg ivez er skolaj Sant Gweltaz e Brec'h. Met «bevañ eus an arzoù a seblant bout diaes» emezañ, ha n'eo ket chalet d'ober traoù all! Eskemmoù bourabl-bras en dez o labourat er gevredigezh ha ne fell ket dezhañ dilezel e vicher a ra abaoe tri bloaz bremañ.

Island

A-hend-all eo dedennet an den gant a bep seurt traoù: «ar yezhoù evel rezon, an arzoù, ar filozofiezh hag an natur». Deskiñ traoù a fed urzhiataerezh a blij dezhañ ivez, tresañ, ar son. Graet en deus bet war-dro an abadenn «Liv-disliv» e Radio Bro Gwened lec'h 'noa desket labourat ar son. Seniñ a ra biniou bras ivez. A bep seurt sonerezhioù a blij dezhañ: sonerezh hengounel, elektronek, rock dizalc'h. Tro en deus bet da vont da Art Rock e Sant Brieg, «La Route du Rock» e Sant Malo, e vo c'henidik. «Me zo bet en Island. Ar vro gaerañ 'meus bet gwelet». Sabatuet eo bet Olivier gant ar vro-se, gant ur bern lec'hioù digustum ha digenvez. «N'eus ket kalz lec'hioù evel er vro-se ma c'heller santout an digenvez gant lec'hioù rust da vat», eme ar paotr. Hag ar poulloù-dour tomm! Olivier, zo sachet gant broioù an hanternoz e-keñver an natur gouez. Eñ n'eo ket gouez avat, ha daremprediñ tud zo un ezhomm evitañ kement ha labourat gant e zaouarn. [TIT-NOTE_B]Lexique[/TIT-NOTE_B]

Afer: besoin. Dafar pedagogel: ressources pédagogiques. Da skouer: par exemple. Digenvez: désert, solitaire. Pegadenn: collage. Rock dizalc'h: rock indépendant. [TIT-NOTE_B]En savoir plus[/TIT-NOTE_B]

http://kerlenn-sten-kidna. nireblog.com

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article

Archives

Nous sommes sociaux !

Articles récents